Sisyfos

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Skeudenn Sisyfos
gant e vaen hag an dorgenn (1732).

Sisyfos (gregach : Σίσυφος, Sísyphos) a zo un den eus mitologiezh Hellaz kozh. Hervez ar vojenn e oa bet rediet da ruilhal ur pezh mell maen bras betek krec'h un dorgenn, met ar maen-se a ziruilhe bep tro hag e ranke Sisyfos adober al labour bep gwech, ul labour didermen ha da viken eta.